Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Izelvroioù spagnol |
Anv e yezh-vamm an den | Peter Paul Rubens |
Anv-bihan | Peter, Paul |
Anv-familh | Rubens |
Deiziad ganedigezh | 28 Mez 1577 |
Lec'h ganedigezh | Siegen |
Deiziad ar marv | 30 Mae 1640 |
Lec'h ar marv | Antwerpen |
Abeg ar marv | heart failure |
Lec'h douaridigezh | St. James' Church, Antwerp |
Tad | Jan Rubens |
Mamm | Maria Pypelinckx |
Breur pe c'hoar | Christine von Dietz, Philip Rubens |
Pried | Isabella Brant, Hélène Fourment |
Bugel | Albert Rubens, Nicolaas Rubens, Lord of Rameyen, Peter Paul Rubens III, Claire Rubens |
Familh | Rubens family |
Yezhoù komzet pe skrivet | nederlandeg, alamaneg, italianeg, spagnoleg |
Tachenn labour | livouriezh |
Implijer | Albrecht Aostria, Vincenzo Iañ Gonzaga, Maria de' Medici |
Karg | Livour-al-lez, Livour-al-lez |
Bet war ar studi e | Skol-veur Cambridge, Old University of Leuven |
Bet studier da | Tobias Verhaecht, Adam van Noort, Otto van Veen |
Lec'h annez | Siegen, Köln, Roma, Antwerpen |
Floruit | 16. century |
Statud sokial | nobl |
Relijion | Katoligiezh |
Luskad | Flemish Baroque painting, Baroque |
Ezel eus | Antwerp Guild of Saint Luke |
Perc'henn war | Saint George and the Dragon, Elewijt Castle, Rubenshuis |
Levezonet gant | Paolo Veronese, Pieter Brueghel gozh |
Deskrivet en URL | https://wiki.zeitraum-siegen.de/menschen/peter_paul_rubens_1577-1640, https://kmska.be/nl/collectie/peter-paul-rubens, http://www.rheinische-geschichte.lvr.de/Persoenlichkeiten/peter-paul-rubens/DE-2086/lido/57cd23a05df528.23093631, https://barokinvlaanderen.vlaamsekunstcollectie.be/nl/kunstenaar/peter-paul-rubens |
Deskrivet dre | Peter Paul Rubens |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Teuliad arzour e | Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library, Frick Art Research Library |
Critical catalogue | Alle tot nu toe bekende schilderijen van Rubens (Vol. 1), Alle tot nu toe bekende schilderijen van Rubens (Vol. 2), Corpus Rubenianum Ludwig Burchard |
Pieter Pauwel Rubens (distaget [ˈrybə(n)s] e nederlandeg), hag a zo anavezet ivez evel Peter Paul, Pierre Paul, Petrus Paulus, Pedro Paulo, Pietro Paulo, a oa ganet d'an 28 a viz Mezheven 1577, deiz gouel an Ebestel Pêr ha Paol, e Siegen e Westfalia, hag a varvas d'an 30 a viz Mae 1640 en Antwerpen, a oa ul livour flamank barok.
Siegen a oa en Impalaeriezh santel roman ha german, ha 300 km eus Antwerpen. E dad, Jan Rubens (1530-1587), a oa un alvokad protestant mat ar stal gantañ, hag e vamm, Maria Pypelinckx (1537-1608), o devoa kuitaet Antwerpen (en Izelvroioù spagnol) evit tec'hel rak an heskinadur relijiel. E 1589, daou vloaz war-lerc'h marv e dad, e tistroas Rubens hag e vamm da Antwerpen, ma voe badezet hervez al liderezh katolik.
En Antwerpen e voe lakaet gant e vamm da studiañ al liverezh eus 1589 betek1598 gant livourien veur eus an amzer. Aliet e voe ganto da vont da Italia eus 1600 da 1608 da studiañ arz an Azginivelezh italian. Bet e voe o chom e Genova, Mantova, Venezia ha Roma ma veze oc'h eilivañ oberennoù Raffaello, Caravaggio, ha Tizian dreist-holl, abalamour d'an diroll a livioù gantañ.
Ouzhpenn flandrezeg e ouie alamaneg, galleg, italianeg, spagnoleg ha latin.
Eus 1609 da 1626 e voe dimezet da Isabella Brandt, ha 3 bugel o doe : Clara Serena, Albert ha Nikolas.
Goude e timezas da Hélène Fourment e 1630, ha genel a rejont: Clara Johanna, François, Hélène ha Pierre Paul.
Eus 1609 da 1621 e voe livour ofisiel lez Alberzh hag Isabela, adroueed an Izelvroioù spagnol, hini lez an Infanta Isabella eus 1621 betek 1633, eus lez ar c'hardinal infant Ferdinand eus 1636 betek 1640.
E 1624 e voe noplaet gant roue Spagn, Fulup IV, hag anvet da varc'heg gant ar roue saoz Charlez Kentañ, d'e drugarekaat eus e labour diplomat evitkas da benn ar feur-emglev etre Spagn ha Saoz.
Roet e voe dezhañ da livañ terest ti ar banvezioù e Palez Whitehall e Bro-Saoz. Met ar brasañ labour roet dezhañ a voe an 60 livadur evit an Torre de la Parada, pavilion-chase ar roue spagnol Fulup IV (Metamorfozoù Ovidius).
Evel kalz livourien veur en deus bet Rubens darbarerien pe skoazellerien e-leizh.