Piramidenn vras Gizah

Piramidenn C'houfou.

Piramidenn vras Gizah eo an hini goshañ ha brasañ eus teir firamidenn bered-veur Gizah e-kichen Kaero hiziv, en Egipt. A-douez Seizh Marzh ar Bed eo an hini nemetañ hag a zo chomet en e sav. Soñjal a reer e oa savet da veziañ C'houfou, ur faraon eus ar VI tierniezh (hellenekaet e Χεωψ, C'heops). Savet e oa e-korf 20 vloaz hag echuet e-tro 2560 kent JK[1]. Bet eo bet ar savadur brasañ savet gant mab-den e-pad 3 800 vloaz. A-wezhioù e vez anvet Piramidenn C'houfou[2].

  1. Ashmawy, Alaa, "The Great Pyramid of Giza", The Seven Wonders, 2004, lennet d'ar 4 a viz Here 2007
  2. The Oxford Encyclopedia of Ancient Egypt. Oxford University Press, New York, 2001. embannet gant Dana M Collins. levrenn II, Pajenn 234.

Piramidenn vras Gizah

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne