Ar pizza[1], pe pidza[2], zo ur meuz a veze aozet da gentañ e korn-bro Naplez en Italia hag a gaver bremañ er bed a-bezh. Fardet e vez gant toaz bara ledet e stumm un dartezenn, pe ur grampouezhenn, hag a lakaer warni tomatez, keuz ha traoù all a bep seurt ma kerer (togoù-touseg, kig...). Poazhet e vez en ur forn tomm-gor, evel ar bara.