Polinezia

Evit an tiriad e dalc'h ar Frañs, gwelet Polinezia Frañs.
Polinezia hervez an douaroniourien, ar pezh a zo e-barzh ar framm roz.

Polinezia (eus ar gregach: πολύς "lies" niverus + νῆσος "nēsos" enez) a zo unan eus an teir rann vras a ya d'ober Okeania (e-maez eus enez-kevandir Aostralia, ha Tasmania); Melanezia, ha Mikronezia eo an div rann all. En tu-hont da 1 000 enezenn bennak a ya d'hec'h ober, hag i strewet e kreiz hag e su ar Meurvor Habask. Graet e vez Polinezianed[1] pe, raloc'h, Polineziz[2] eus annezidi an inizi-se, ha kar eo o yezhoù hag o sevenadur.

  1. Geriadur brezhoneg An Here, An Here, 2001, p. 1432.
  2. Emsav, niv. 6, Mezheven 1967, p. 151

Polinezia

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne