Prokariot | |
---|---|
Framm ur vakterienn | |
1. Pourc'had |
5. Ribozomoù |
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar prokarioted[1] zo bevedegoù hep nukleüs en o c'helligoù, nag organelloù dispartiet gant kroc'henennoù. Unkelliged eo ar pep brasañ anezhe met lod eus ar prokarioted zo lieskelliged.
Ar prokarioted a ya d'ober un takson a vod bevien, dezho kelligoù o deus ar framm-se. Ar bevedegoù-se o deus enzimoù lec'hiet e speurenn ar c'hellig hag e ouennont dre rannadur dijener.. Enebet e vez an takson-se ouzh hini an eukarioted. Renket eo an holl vevien en daou dakson-se.
Ne seller ket ouzh takson ar prokarioted evel unan monofiletek : renket e vez ar bevedegoù prokariot en Archeobacteria pe en Eubacteria, hag e soñjer o deus an eil hag egile un orin boutin gant an eukarioted. Ar c'hentañ prokarioted a oa war an douar da vare an Eoarkean marteze, da lâret eo 3 600 milion a vloavezhioù zo.
Studi ar prokarioted zo hini ar bakteri e gwirionez. Aet eo war-raok adalek an XIXvet kantved, gant enklaskoù Louis Pasteur e Bro-C'hall ha Robert Koch en Alamagn. Savet e voe ar ger « prokariot » er bloavezhioù 1950, pa voe gwelet ne oa nukleüs gwirion ebet en o c'helligoù, a-drugarez d'ar mikroskop elektronek.