Remi Derrien

Remi Derrien, ganet e Lannejenn (Bro-Gerne) e miz Ebrel 1946, marvet e Brest d'an 29 a viz Meurzh 2009[1] tostik d'e 63, zo ur c'homedian hag ur skrivagner brezhonek. Troet en deus meur a bezh-c'hoari ha c'hoariet anezho gant ar strollad c'hoariva savet gantañ, Teatr Penn ar Bed[2]. Besprezidant Brud Nevez e oa[3].

Kelenner saozneg eo bet, ha troet en deus meur a bezh diwar ar saozneg. Pell eo bet o labourat er skingomz, dreist-holl an abadenn divyezhek "Bonjour Village" war Radio Breizh-Izel,ha meur a abadenn en deus bet kinniget er skinwel.

Beziet e voe e Kerien (Kerne-Izel).

  1. https://www.letelegramme.fr/ig/generales/regions/finistere/necrologie-remi-derrien-ecrivain-et-homme-de-theatre-31-03-2009-314292.php
  2. https://www.ouest-france.fr/bretagne/quimperle-29300/un-hommage-remi-derrien-lenfant-du-pays-949921
  3. http://www.langue-bretonne.org/archives/2009/03/30/13192500.html

Remi Derrien

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne