Republik Sina

中華民國 (zh)
Zhōnghuá Mínguó''

Republik Sina (Taiwan)
Banniel Taiwan Ardamezioù Taiwan
Banniel Ardamezioù
Kan broadel:

"Kan broadel Republik Sina"
《中華民國國歌
"Kan ar Banniel Broadel"
《中華民國國旗歌》
Lec'hiadur Taiwan
Lec'hiadur Taiwan
Kêr-benn Taipei
25°02′N 121°38′E
Kêr vrasañ Taipei Nevez
Yezh(où) ofisiel sinaeg
Gouarnamant Republik
 - Prezidantez Tsai Ing-wen
Dizalc'h  
 - Deiziad 10 a viz Here 1911 
 - Republik embannet 1 a viz Genver 1912 
Gorread
 - Hollad 36 193 km² (136vet)
 - Dour (%) 10,34
Poblañs
 - istimadur 2012 23,245,018 ()
 - Stankter 650/km² (10vet)
PDK (PGP) 2023 (istimadur)
 - Hollad $1.71 trilion (15vet)
 - Keidenn $73,340 (15vet)
FDD  (2010) 0.926 (uhel-kenañ) (18)
Moneiz Dollar nevez Taiwan (KES)
Gwerzhid-eur (UTC+8)
 - Hañv (Eur hañv) n'eus ket (UTC+8)
Kod kenrouedad .tw
Kod pellgomz +886

Republik Sina (e sinaeg 中華民國/中华民国 Zhōnghuá Mínguó) eo anv ofisiel ar Stad a zo en he dalc'h Enez Taiwan hag 167 enezenn all. Taiwan (e sinaeg hengounel 臺灣 ; e sinaeg eeunaet 台湾 ; e pinyin Táiwān) a vez graet anezhi alies ivez. Gant ar memes ment ha Breizh (36,197 km²) met ur boblañs tost 5 gwech brasoc'h (23,5 milion a dud e 2022) he deus Taiwan unan eus ekonomiezhioù kreñvañ ar bed. Ur renad demokratel daoustrolladek eo, ha seizh yezh zo anavezet en ur mod ofisiel. Ur Stad dizalc'h hag emveliek eo, met n'eo ket anavezet gant Republik Pobl Sina, he amezeg bras, ha n'eo ket dileuriet ken en Aozadur ar Broadoù Unanet abaoe 1971.

Er bloaz 1947 e oa en em dennet renerien Republik Sina (1912-1949) da Daiwan o tec’hel kuit rak an armeadoù komunour a yeas an trec’h ganto war ar c'hevandir betek ma voe disklêriet Republik pobl Sina e 1949. Hiziv hon deiz n'eo ket anavezet Republik Sina gant Sina poblek hag a wel anezhi evel he frede proviñs war-ugent.


Republik Sina

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne