Romed

Romed
ethnic group, itinerant groups of Europe
Iskevrennad eusIndo-Aryan peoples Kemmañ
Yezh vammromeg, Domari, Lomavren Kemmañ
Relijionkristeniezh, Islam, Boudaegezh, yuzevegezh Kemmañ
Anvet diwarArameans Kemmañ
Kan broadelGelem, Gelem Kemmañ
Genidik aIndia Kemmañ
Darvoud-alc'hwezPorajmos Kemmañ
Studiet gantRomani studies Kemmañ
Banniel (deskrivadur)flag of the Romani people Kemmañ
CuisineRomani cuisine Kemmañ
Istorhistory of the Romani people Kemmañ
Enebet ouzhgadjo Kemmañ
Banniel ar Romed

Ar Romed (pe Rromed[1]) zo un anv a dalvez « paotr en oad gour ha dimezet e-barzh ar gumuniezh[2] ». Choazet eo bet an anv-se gant an Unvaniezh romani etrebroadel (IRU) da envel un hollad poblañsoù, dezhe ur memes orin en Indez[3], ha yezhoù a orin eus gwalarn Iskevandir Indez[4] hag a zo minorelezhioù anavet dindan anvioù liesseurt a zo o vevañ etre India hag ar Meurvor Atlantel dreist-holl met ivez war ar c'hevandir amerikan. E brezhoneg e c'haller envel ar Romed gant anvioù all, evel Jipsianed[5] ha Termajied[6].

Anavezet int en Europa adalek an XIvet kantved[7], ha deuet int da vezañ ar vinorelezh vrasañ eno en XXIvet kantved[8].

Kavout a reer Romed er bed a-bezh hiziv, met en Europa emañ ar strolladoù brasañ, e Kreizeuropa, en Europa ar Reter hag en Anatolia dreist-holl, ha goude e ledenez Iberia hag e kreisteiz Bro-C'hall. Ur bern Romed zo o chom en Amerika ivez. Gwir eo e Brazil dreist-holl, ma veze kaset ar Romed gant gouarnamant Portugal pa oa en e zalc'h[9]. Kalz zo aet d'ar Stadoù-Unanet ivez[10].

Da vare "Kendalc'h jipsian ar bed" dalc'het eus an 8 d'an 12 a viz Ebrel 1971 e Londrez e choazas ar gumuniezh ur banniel glas ha gwer, gant ur rod ruz. Embann a reas ivez e ve deiziad deiz-ha-bloaz ar c'hendalc'h-se, an 8 a viz Ebrel, un deiziad broadel a vefe lidet hiviziken bep bloaz gant holl ar c'humuniezhioù rom er bed[11]. Ar c'han broadel, Djelem, djelem ("Aet on kuit, aet on kuit"), a oa savet gant Jarko Jovanovic war don ur son poblek jipsian[12].

  1. Er pennad-mañ e vo skrivet Rom gant un R hepken kentoc'h evit gant daou, daoust ma'z eo disheñvel ar fonemoù e lod eus a rannyezhoù, rak implijet e vez e meur a labour skol-veur.
  2. Bordigoni 2007, p. 17
  3. (fr) Encyclopædia Universalis.
  4. Anezhe yezhoù indezeuropek, evel ar brezhoneg hag al lodenn vrasañ eus ar yezhoù komzet en Europa
  5. Diwar "Egipt" distaget "Ejipt".
  6. Diwar "lanterne magique", ar sinema kentañ, a voe degaset d'ar maezioù gant ar Romed.
  7. (fr) Henriette Asséo. « On les appelait « Tsiganes » ». L'Histoire, niv. 357, Here 2010, p. 21.
  8. (fr) Michel Foucher. Les minorités en Europe centrale et orientale . Éditions du Conseil de l'Europe, 1994. Meneget gant Jean-Pierre Liégeois, Les Roms au cœur de l'Europe, le Courrier des pays de l'Est 6/2005 niv. 1052, p. 19-29.
  9. (pt) 'A historia dos ciganos no Brasil'. Diellet er skrid orin d’an 2010-11-24. Kavet : 2010-10-02.
  10. (en) Sutherland, Ann. Gypsies: The Hidden Americans, Waveland Press (Gouere 1986) (ISBN 978-0-88133-235-3)
  11. (en) International Roma Day e lec'hienn Deutsche Welle
  12. (fr) Jean-Pierre Liégeois. Naissance du pouvoir tzigane. In : Revue française de sociologie, 1975, 16-3, pp. 306-307 — En-linenn

Romed

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne