Rostock zo ur gêr e hanternoz Alamagn. Kêr vrasañ stad Mecklenburg-Vorpommern eo. E 2006 e oa 200 414 den o chom enni.
En em astenn a ra Rostock war ribl ar stêr Warnow, a-hed un 20 km bennak, betek genoù ar stêr-se ; Warnemünde, ur c’harter eus Rostock, zo ur porzh bras war aod ar Mor Baltel. Rostock eo eil porzh brasañ Alamagn war ar Mor Baltel hiziv, goude Lübeck.
Savet e voe en XIvet kantved, gant Slaved, dindan an anv polabek Roztoc, a dalveze "lec’h ma’z eo ledan ar stêr". Diwezhatoc’h e teuas da vezañ unan eus kêrioù an Hansa, ar c’hevre kenwerzhel galloudus a unane kêrioù bras war aodoù hanternoz Europa evel Bremen pe Hamburg. Skol-veur Rostock a voe savet e 1419.