LFE – niverenn | 138 |
LFE – unicode | ç |
LFE – skeudenn | |
X-SAMPA | C |
Selaou |
---|
Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar ruzenn staon divouezh treuzskrivet [ç] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 138.
Ral a-wezh e vez kavet ar fonenn-mañ evel alofonenn e-touez yezhoù ar bed, peurliesañ alofonenn /x/ pe /h/ dirak ur vogalenn a-raok, anvet "Ichlaut" en alamaneg.
Raloc'h kalz e talvez da fonem, implijet gant 5% eus yezhoù ar bed (Ladefoged & Maddieson, 1996).
Ouzhpenn-se, ne vez kavet gant ar fonenn divouezh par ([ç]) evel fonemoù enebiet an eil ouzh egile nemet e div yezh: ar c'homieg hag ar margieg, sur-mat peogwir e c'hell bezañ diorroet [ʝ] dre greñvaat ar kensonenn staon dre dostaat mouezhiet [j] keit ha ma n'eus kensonenn staon dre dostaat divouezh ebet par outi ma c'hellfe bezañ diorroet ar ruzenn staon divouezh [ç] diwarni.