Iskevrennad eus | brezelour |
---|---|
Stad | Japan |
Stumm benel an dikedenn | סמוראית, samurái chinese, ساموراية, samurai, samurajka |
Stumm gourel an dikedenn | ساموراي, samurai, samuraj |
Roll elfennoù | list of samurai |
Ur samurai (kanji : 侍 pe 武士) a oa un ezel eus c'hasta brientinel ar vrezelerien[1][2][3] e Japan ar grennamzer betek fin ar marevezh Edo e 1876. Gopret mat e veze ar samurai gant an daimyo (perc'hennourion ar glad). Brientoù o devoa, evel ar gwir da zougen daou gleze (daishō) hag ar gwir da lazhañ nep piv bennak ag ur c'hasta izeloc'h (kiri-sute gomen). Pleustret e veze ganto ar bushido, un doare bevañ gant vertuzioù brezelel, un digasted ag ar boan, hag ul lealded dinamm. Kavet e veze anezho er braz ag emgannoù ar marevezh-se.