San Francisco (Kalifornia)

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Skeudennaoueg.

San Francisco (IPA: [sæn fɹænsɪsko]) a zo ur gêr hag ur porzh-mor, e kreiz stad kevredet Kalifornia (SUA), war ribl ar Meurvor Habask. Unan eus ar c'hêrioù birvidikañ e-keñver ar stuzioù frankizour hag ar spered nevesaat. Diazezet eo bet e 1776 gant ar Spagnoled tro-war-dro d'ur c'heñlvec'h en Nor Aour (Golden Gate) ha d'ur gouent mision dediet da Sant Frañsez a Asiz war ur c'hourenez etre ar Meurvor Habask ha morlenn San Francisco. Gant 881 549 annezad e kontelezh San Francisco e 2019 eo ar pevare kêr pobletañ e Kalifornia. E bannlev gevred ar gêr, en tu all d'ar vorlenn, ez eus un takad obererezh brudet, ar Silicon Valley (Traoñienn ar silikiom) e anv. Eno e vez ijinet un darn vras eus an ijinadennoù a denn d'an elektronik ha d'an urzhiataerezh.


San Francisco (Kalifornia)

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne