Sant Pere dels Forcats | |
---|---|
42°29′40.92″ N, 2°7′5.88″ R | |
An ti-kêr hag ar skol | |
Sant Pere dels Forcats (['sam'peɾəðəlsfuɾ'kats] (Saint-Pierre-dels-Forcats e galleg) zo ur gumun e Conflent, e Katalonia an Norzh, en departamant Pireneoù-ar-Reter. 12.81 km² zo dindani, 264 a dud enni, hervez niveradeg 2018, da lavarout eo 21 den/km².
A-stok emañ ouzh kumunioù Eina er c'hornôg, La Cabanassa en norzh, Sautó er biz ha Planès er reter.
Hervez ur c'hrennlavar katalanek : A Sant Pere són boniquetes, a Bolquera ja no tant, i a Planès, la flor del ram !
"Kaer int e Sant Pere, e Bolquera n'int ket kement, hag e Planès bleuñvenn ar boked !".