Sauber | |
---|---|
Bro | Suis |
Renerien ha blenierien | |
Prezidant | Peter Sauber |
Rener | Monisha Kaltenborn |
Blenierien | 11 Nico Hülkenberg 12 Sergio Gutiérrez |
Blenierien esaeoù | Robert Frijns |
Arouezennoù teknikel | |
Kastell-karr | Sauber C32 |
Keflusker | Ferrari |
Bandennoù-rod | Pirelli |
Disoc'hoù | |
Bloavezhioù o redek | 1993-2005 Abaoe 2010 |
Priz Bras kentañ | Suafrika 1993 |
Niverenn ar Prizioù Bras | 254 |
Trec'hioù | 0 |
Plasoù pol | 0 |
Podiomoù | 10 |
Troioù gwellañ | 2 |
Titloù ar saverien | 0 |
Titloù ar vlenierien | 0 |
Sauber F1 Team zo anv ur skipailh kirri a red e Formulenn 1 e 2013 gant Nico Hülkenberg ha Esteban Gutiérrez. Emañ o chom e Hinwill e Suis. Goude meur a drec'h e Kirri Sport (26 trec'h hag an titloù e 1989 ha 1990) e tibab mont d'ar Formulenn 1 e 1993. Adprenet eo e 2005 gant BMW a red betek 2009, a-raok mont kuit eus ar F1. Adprenañ a ra Peter Sauber e skipailh ha redek a ra abaoe 2010.
Gant 254 Priz Bras renet gant Peter Sauber ha goude Monisha Kaltenborn eo bet merket 365 poent, 10 podium a oa bet graet (2 eil blas gant Sergio Pérez hag eizh trede blas). Plas titriñ gwellañ ar skipailh a oa 2l plasoù Jean Alesi en Aostria e 1998 hag e Bro-C'hall e 1999 ha gant Kamui Kobayashi e 2012. E-pad mare BMW Sauber a oa bet graet 1 plas pol hag un trec'h gant Robert Kubica
Anavezet eo ivez peogwir en deus dizoloet ar vlenierien Michael Schumacher, en Andur, Kimi Räikkönen pe Felipe Massa.