E tachenn an ijinerezh sivil, e vez graet savadur arz eus un oberenn savaduriñ dibar n'eo nag un ti nag ur savadur goudoret all. Gallout a ra bezañ :
- un arc'hwel kehentiñ (un hent, un hent-houarn, ur gourhent, ur ganol...)
- ur pezh savadur frammet evit mont dreist ur skoilh bennak : ur pont, ur c'harrbont, ur riboul, un dourbont, ur saverez-vigi...
- ur pezh savadur savet evit diheñchañ elfennoù naturel, pe evit kreñvaat pezhioù savadur all : ur stankell, ur c'hae, ur chaoser, ur peulgae, ur savenn-douar, ur skluz, ur voger-harp...