Deiziad krouiñ | 1979 |
---|---|
Diazezer | Tangi Louarn, Youenn Olier |
Merour/rener | Gwenael Dage |
Stad | Frañs |
E tiriad | Roazhon |
Hent | trolec'h Sant-Albin |
Daveennoù douaroniel | 48°6′55″N 1°40′47″W |
Lec'hienn ofisiel | https://www.skolanemsav.bzh/ |
Skol an Emsav zo ur gevredigezh krouet e 1969 e Roazhon, he fal sevel ur skol vrezhonek evit an dud deuet, aet d'ur greizenn-stummañ hiziv, staliet e kreiz-kêr Roazhon[1]. A-raok ar bloavezhioù 1980 e oa un aozadur broadelour evit ar stourm sevenadurel. Goude ma voe bet Imbourc'h he c'helaouenn bolitikel e lakas da embann Bremañ, magazin hollvrezhonek trimiziek. Pa voe darn hec'h izili e-touez diazezerien Diwan hec'h embannas levrioù yaouankiz brezhonek etre 1977 ha 1998. Embannet ez eus bet levrioù deskiñ ha studi ganti ivez.