Spiritus lenis

Sinoù diakritek

Sin diakritek

Tired lemm ( ˊ )
Tired lemm doubl ( ˝ )
Tired boud ( ˋ )

Breve ( ˘ )
Karon / háček ( ˇ )
lostig ( ¸ )
Tired kognek ( ˆ )
Daouboent ( ¨ )
Pik ( · )

Anunaasika ( ˙ )
Anusvaara (  ̣ )

Krogig / Dấu hỏi (  ̉ )
Makron ( ˉ )
Ogonek ( ˛ )
Ront / kroužek ( ˚ )
Spiritus asper ( ʽ )
Spiritus lenis (  ʼ )

Merkoù all implijet a-wechoù evel sinoù diakritek

Skrab ( )
Barennig serzh ( | )
Daoubik ( : )
Virgulenn ( , )
Barrennig ( ˗ )
Tildenn ( ˜ )
Titlo (  ҃ )
Poent kreiz ( l·l )

Ar spiritus lenis (diwar al latin « analañ levn ») pe kompez pe psilon pneuma (diwar ar gresianeg ψιλόν) a zo anv ur sin diakritek implijet gant ar reizhskrivadur liestonel evit skrivañ an henc'hresianeg. Ne vez ket implijet ken neuze hervez reolennoù ar sistem untonel rak aet eo da get ar son [h] diouzh ar gresianeg a-vremañ.

Lakaet e veze a-us pe a-gleiz ur vogalenn evit merkañ ur vogalenn e penn-kentañ ur ger (pe eil vogalenn un diftongenn) distaget hep [h] en he raok.

Implijet e veze ivez gant al lizherenn |rho (ρ) a-wechoù met ne veze implijet biskoazh war al lizherenn upsilon (υ).

Sañset e oa bet diorroet ar sin-mañ diwar implij un hanter eus al lizherenn eta (H) ┤implijet gant rannyezhoù gresianek zo evit ober diouzh ar son [h]. Abaoe an grennamzer e vez skrivet gant stumm ur c bihan en tu-gin:

  • ἀ- ἐ- ἠ- ἰ- ὀ- ὐ- ὠ;
  • Ἀ- Ἐ- Ἠ- Ἰ- Ὀ- Ὠ.

Implijet e veze ivez ar sin-mañ evit skrivañ henslavoneg an iliz gant al lizherenneg kirillek a-gozh evel-henn: ◌҆.


Spiritus lenis

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne