Er yezhoniezh e vez implijet an termen spisaer pe spizer (saoz: modifier pe qualifier) evit komz eus ur ger hag a dalvez da spisaat ur ger all pe ur frazenn.
E brezhoneg e reer un diforc'h etre ar spisaerion implijet gant anvioù ma reer "anvioù-gwan" pe "adanvioù" ha raganvioù oute diouzh un tu hag ar spiserion implijet gant gerioù a rummennoù yezhadurel all, dreist-holl verboù anvet "adverboù" pe "rakverboù".
N'eo ket ar spisaerion elfennoù kevreadurezhel ret dre ma talvezont nemet da spisaat pe strisaat ster elfennoù all, da skouer:
Reizh e vefe ar frazenn-ma hep ar spisaerion (anv-gwan hag adverb), met ne vefe ket reizh ma vefe lamet kuit an anv hag ar verb:
E gerioù kevrennek enne un anv-kadarn mui un anv-gwan pe ur verb mui un adverb e reer ivez "penn" ouzh an anv pe ar verb ha "spisaer" ouzh an anv-gwan pe an adverb (en o zouez kengerioù), en ur c'hoût e c'hall talvezout un anv-kadarn ivez evit spisaat un anav-kadarn all, da skouer:
Issrannet e c'hell bezañ ar spisaerion hervez o lec'h e-keñver an elfenn ma vez spisaet gante. Gant yezhoù zo e vez implijet kentoc'h an eil re pe ar re all:
Kemmañ a c'hell ster resis ar spisaerion ivez hervez o lec'h, da skouer: