| |||||
Yezh ofisiel | Alamaneg | ||||
Kêr-benn | Graz | ||||
Pennrener ar stad kevredet (Landeshauptmann) | Hermann Schützenhöfer (ÖVP) | ||||
Gorread -Hollad -Dour |
16 401,04 km² 0.9% | ||||
Poblañs -Stankter |
1 243 052 (2019) 76/km² |
Tennañ a ra ar pennad-mañ da stad kevredet Stiria, Aostria. Evit rannvro Stiria, Slovenia, sellit ouzh: Stiria (Slovenia). |
---|
Ur stad kevredet a Aostria eo Stiria (alamaneg Steiermark, sloveneg en kroateg Štajerska, sloveneg Prekmurje Štájersko, hungareg Stájerország) a zo Graz (sloveneg Gradec) e gêr-benn. Diazezet eo bet ar vro e 1180. Betek fin ar Brezel bed kentañ e voe renet evel dugelezh gant an Habsbourged. E 1919 e voe disrannet rannvroioù sloveneger Stiria diouzh Aostria ha staget ouzh rouantelezh SHS (Yougoslavia). Hiziv an deiz n'eus nemet 4 250 sloveneger hag a zo o chom e mervent ar vro dreist-holl, en-dro da gêr Radkersburg / Radgona.
Meneziek ha koadek eo ar vro: ouzhpenn 61% eus he zachenn a zo dindan goadeier.