Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Taiwan, Tierniezh Qing |
Anv e yezh-vamm an den | 孫逸仙 |
Anv-bihan | Wen, Yixian, Zhongshan |
Anv-familh | Sun |
Courtesy name | 載之 |
Anv e kana | そん ぶん |
Deiziad ganedigezh | 12 Du 1866 |
Lec'h ganedigezh | Cuiheng |
Deiziad ar marv | 12 Meu 1925 |
Lec'h ar marv | Peking Union Medical College Hospital |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | krign-bev an avu |
Lec'h douaridigezh | Sun Yat-sen Mausoleum |
Tad | Sun Dacheng |
Mamm | Madame Yang |
Breur pe c'hoar | Sun Mei |
Pried | Lu Muzhen, Chen Cuifen, Haru Asada, Kaoru Otsuki, Soong Ching-ling |
Bugel | Sun Fo, Sun Wan, Fumiko Miyagawa, Sun Yan |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, yezhoù sinaek |
Yezh implijet dre skrid | saozneg, yezhoù sinaek |
Lec'h orin | Dongguan |
Micher | politiker, mezeg, prederour |
Implijer | Nanjing University |
Karg | Extraordinary President of the Republic of China, Great President of the Republic of China |
Lec'h annez | San Francisco, Haxell's Hotel |
Lec'h labour | Hong Kong |
Strollad politikel | Kuomintang, Tongmenghui |
Bet war ar renk da vezañ dilennet | 1911 Republic of China provisional presidential election |
Relijion | Congregational churches |
Grad milourel | generalissimo |
Brezel | Xinhai Revolution |
Ezel eus | Tiandihui, Frañmasonerezh |
Prizioù resevet | Order of Merit for National Foundation |
Sun Yat-sen (Sūn Yixiān e pinyin ; ganet d'an 12 a viz Du 1866; marvet d'an 12 a viz Meurzh 1925) a oa un dispac'hour ha politikour sinat. Dre ma oa e-touez ar re vrudetañ e Sina vroadelour ez eo anavezet evel Tad Bro Republik Sina. Roll Sun a voe a-bouez evit diskar an dierniezh Qing, an dierniezh diwezhañ e Sina, adalek miz Here 1911. Kentañ prezidant da-c'hortoz Republik Sina e voe, pa voe savet e 1912. Kensevel a reas diwezhatoc'h ar c'hKuomintang (KMT) ma voe e rener kentañ. Un den unvaner e oa Sun e Sina war-lerc'h an Impalaeriezh, ha n'eus nemetañ e-touez politikourien Sina an 20vet kantved a zo ken priziet e daou du strizh-mor Taiwan.
Daoust ma vez sellet outañ evel unan eus renerien veur Sina a-vremañ e voe ret dezhañ stourm diehan ha divroañ e-pad e vuhez politikel. Da heul trec'h an dispac'h ez eas buan e-maez ar galloud ha ren a reas meur a ouarnamant dispac'hour a-enep ar vac'htierned a reolie ul lodenn vras eus ar vro. Ne vevas ket Sun pell a-walc'h evit gwelout e strollad o kreñvaat er vro. Goude ma voe marvet e tisrannas e strollad, en doa graet ur c'henemglev bresk gant ar gomunourien, e daou. Hêrezh vrasañ Sun a zo e brederouriezh politikel, anvet "Teir bennaenn ar Bobl": broadelouriezh, demokratelezh, ha padusted ar bobl.