Taol-mouezh

Er yezhoniezh e vez implijet an termen taol-mouezh (saoz.: stress) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ar pouezañ kreñvoc'h war ur silabenn resis e-barzh ur ger evit war ar re all.

Kemmañ a ra an doare resis da bouezañ war ur silabenn hervez ar yezhoù, ha gallout a ra an taol-mouezh bezañ merket gant an uhelder, uheloc'h pe izeloc'h e live evit hini ar silabennoù all, ha/pe an nerzh, pe an hirder vogalennek, hag all.

An taol-mouezh a c'hell bezañ pounner pa vez diforc'het kreñv ur silabenn diouzh ar re all, pe c'hoazh gwan a-walc'h pa vez dister an diforc'h etre ar silabennoù taolmouezhiet pe get.

Kemmañ a c'hell lec'h an taol-mouezh a rannyezh da rannyezh ivez, da skouer etre saozneg unvan Breizh-Veur ha saozneg unvan Stadoù-Unanet pe etre brezhoneg Bro-Wened ha brezhoneg Bro-Leon.


Taol-mouezh

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne