Tatareg

Tatareg
(Татар теле Tatar tele)
Perzhioù
Komzet e : Rusia, Ukraina, Sina, Turkia, Finland
Rannved :
Komzet gant : ~ 8 000 000 a dud
Renkadur : 95
Familh-yezh : Yezhoù altaek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Tatarstan (Rusia)
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 tt
ISO 639-2 tat
ISO 639-3
Kod SIL TAT
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh turkek eo an tatareg (Tatar tele, Tatarça, Татар теле, Татарча) komzet e lec'hioù zo eus Europa, Rusia, Siberia, Sina, Turkia, Polonia, Ukraina, Finland, Estonia ha Kreiz Azia.

Yezh ofisial Republik Tatarstan an hini eo. Talvezout a ra ivez da yezh-vamm evit 400 000 a Vachkired a meur a vil a Variad hag talvezout a ra ivez da yezh voutin etre Tatared, Bachkired, Tchouvashed, Kazac'hed, Maried, Mordvined hag Oudmourted.

Mont war diskenn a reas an niver a dud a rae gant ar yezh adal ar bloavezhioù 1930 hag er bloavezhioù 1980 ne veze ket kelennet e skolioù ar c'herioù bras. Implijet e veze er skolioù war ar maez, met dibosupl e veze evit an dataregerion mont d'ar skol-veur rak eno ne veze kelennet nemet e rusianeg.

Daoust ha n'emañ ket en arvar ken ar yezh ez eo anezhi ur yezh izel he statud e-keñver hini uhel ar rusianeg.

Teir rannyezh pennañ ez eus: hini ar c'hornôg (Mişär), hini ar c'hreiz hag hini ar reter (e Siberia). Rannyezh ar c'hreiz eo an hini a vez komzet ar muiañ ha warni emañ diazezet ar yezh lennegel.

Bez ez eus tro-dro da 5 300 000 a gomz tatareg e Rusia, met nemet 4 500 000 anezhe a zo Tatared, o vezañ ar peurrest Bachkired (520 000), Rusianed (130 000), Tchouvashed (70 000), Maried (42 000), Udmurted ha Mordvined.

Skrivet eo bet an tatareg e meur a doare disheñvel a-hed ar wech, o kregiñ gant ar skritur orc'hon a-raok 920, a leuskas e blas d'al lizherenneg arabek war-lerc'h. En ez-Unaniezh Soviedel e veze skrivet ar yezh gant ul lizherenneg latin anvet janalif etre 1927-1938. Implijet e veze al lizherenneg kirillek e Tatarstan betek ma voe staliet al lizherenneg latin en he flas en-dro e 2000. Nevez 'zo avat e voe kroget en-dro da implijout al lizherenneg kirillek a-drugarez d'ul lezenn nevez e Kevredad Rusia o lakaat anezhi da lizherenneg ofisiel nemeti evit an holl yezhoù komzet ennañ.


Tatareg

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne