Unix (UNIX® eo ar merk marilhet ent ofisiel, a vez skrivet a-wezhioù Unix, pe Unix® gant pennlizherennoù bihan) a zo ur reizhiad korvoiñ evit an urzhiataerioù diorroet da gentañ-penn adalek 1969 hag a-hed ar bloavezhioù 1970 gant ur strollad implijidi eus ar c'hevredad AT&T en arnodvaoù Bell Labs Murray Hill en New Jersey (Stadoù Unanet), en o zouez Ken Thompson, Dennis Ritchie ha Douglas McIlroy. Reizhiadoù Unix a-vremañ a zo dasparzhet etre skourroù diseurt, diorroet e-doug an amzer gant AT&T, war un dro gant lies pourvezer kenwerzhel hag aozadur hep pal kenwerzhel.
Ar merk marilhet UNIX® a zo hiviziken (e 2007 bepred) perc'henniezh The Open Group, ur c'hengevread reoladoù greantel. Reizhiadoù kenglotus ha kempleg (pe kenstumm) ouzh Spizadur eeun UNIX eo ar re nemeto a c'haller ober "UNIX®" anezho (ar re all a reer "Reizhiadoù Unix-heñvel" pe "Unix-heñvel" anezho).
E-kerzh dibenn ar bloavezhioù 1970 ha derou ar bloavezhioù 1980, levezon Unix er metoù skolveuriek en deus graet dezhañ bezañ degemeret a-vras(dreist-holl ar varienn BSD, a zeu eus Skol-Veur Kalifornia, Berkeley) a-berzh plog embregerezhioù, Sun Microsystems eo an hini heverkañ anezho. Hiziv, pelloc'h eget ar reizhiadoù testeniekaet diouzh Unix, reizhiadoù korvoiñ "Unix-like" (Unix-heñvel) evel Linux ha BSD zo deuet da vezañ boutin-kenañ.
A-wezhioù e c'haller implijout ar meneg Unix hengounel evit deskrivañ un Unix pe ur reizhiad korvoiñ dezhañ dezverkoù eus Unix Aozadenn 7 pe UNIX System V.