Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn nann-silabennek (saoz.: non-syllabic vowel) evit komz eus ur sonenn vogalennheñvel ha n'eo ket kraoñell ur silabenn pe ur mora, da lâret eo n'eo ket rann bouezusañ ar silabenn.
E yezhoù zo, en o zoues ar japaneg ha meur a yezh polinzek, e rank pep elfenn vogalennek talvzout d'ur silabenn pe d'ur mora a-bezh.
E meur a yezh all, avat, en o zouez ar brezhoneg, e kaver meur a diftongenn.
Alies e vez treuzskrivet sonennoù vogalennek nann-silabennek evel ma vefe kensonennoù dre dostaat anezhe hepmuiken, da skouer:
Koulskoude, a-drugarez da dielfennadurioù fonetikel bet kaset da-benn e ouezer eo nebeutoc'h live strizhadur an elfennoù-se kavet e dibenn ur silabenn evit al live strizhadur a glotfe gant ur sonenn dre dostaat rik, da skouer:
elfennoù vogalennek eo kentoc'h an elfennoù a gaver da dibenn un diftongenn neuze keit ha m'eo kensonennel natur ur sonenn dre dostaat ha neuze e rankfer gallout ober an diforc'h etreze, da lârete eo n'eo ket reizh skrivañ gant ar memes arouezennoù [w] ha [j] sonennoù disheñvel o natur.
Ouzhpenn-se ez eus yezhoù implijet gante heuliadoù diftongennel disheñvel [ao] ~ [au] ha n'haller ket ober gant ar hvelep arouezenn <w> evit o zreuskrivañ o-daou. Evit ober an diforc'h etre degouezhioù a -seurt-se e vez implijet gant al lizherenneg fonetikel etrebroadel ar sin diakritek ispisial [ ̯] skrivet dindan ur vogalenn evit diswel eo nann-vogalennek hag eevels-e e c'heller spisaat ivez live digoradur ur vogalenn nann-silabennek resis kentoc'h evit ober gant an hevelep arouezenn atav, da skouer: [bei̯] e lec'h [bej].
E spagnoleg (d.s. bacalao, almohada) hag en italianeg (ciao,Edoardo) e kaver un [o] nann-silabennek, disheñvel perzh ar vogalenn nann-silabennek-se diouzh an elfenn hantervogalennek diwezhañ e dibenn an diftongenn [au] ha disheñvel eo an diftongenn italianek e Pao.lo diouzh an diftongenn bortugalek e Pau.lo.