Y Clas-ar-Wy (Glasbury e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e gevred kontelezh Powys.
Emañ war lez ar stêr Gwy, a-geñver da Aberllynfi, hag er mervent da Y Gelli Gandryll. Eno e c'haller treuziñ ar stêr Gwy, nepell diouzh al lec'h m'emañ ar stêr Llynfi o kejañ ganti, e-barzh Park Broadel Bannau Brycheiniog.
E 2011 e oa 994 a dud o chom e kumuniezh Y Clas-ar-Wy[1].