Y Fenni

Y Fenni
market town, kumuniezh
Anv ofisielAbergavenny, Y Fenni Kemmañ
Anv er yezh a orinY Fenni Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
E tiriadSir Fynwy Kemmañ
Kontelezh istorelMonmouthshire Kemmañ
War riblWysg Kemmañ
Daveennoù douaroniel51°49′59″N 3°1′2″W Kemmañ
AotrouniezhAbergavenny Town Council Kemmañ
Gevellet gantÖstringen, Sarno, Beaupréau Kemmañ
Kod-postNP7 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.visitabergavenny.co.uk/ Kemmañ
Kod pellgomz an takad01873 Kemmañ
Daveennoù an Ordnance SurveySO295145 Kemmañ
Map

Y Fenni (pe Abergavenny e saozneg) zo ur gêr vihan eus Sir Fynwy, e gevred Kembre. Emañ 25 km er c'hornôg da Drefynwy ha tost da 10 km er mervent d'an harzoù etre Kembre ha Bro-Saoz. Lesanvet e vez "Porth i Gymru" pe "Gateway to Wales" (dor Kembre).

Poblet e oa Y Fenni gant 10 078 a dud e 2011, ha 9,7% anezho a oa kembraegerien.

Evel m'en diskouez an anv saoznek emañ ar gêr e kember div stêr, ar Gafenni hag ar Wysg. Tro-dro d'Y Fenni ez eus torgennoù a dap tost da 600 m uhelder hag a zo uhelennoù diwezhañ aradennad ar Bannau Brycheiniog, er reter.

En amzer an Impalaeriezh Roman e oa Y Fenni ur greizenn a bouez dija, er vro annezet gant pobl ar Silures. Diwezhatoc'h, er Grennamzer, e teuas da vezañ ur gêr a bouez evit ar c'henwerzh, war harzoù Kembre. Gwelet a reer c'hoazh dismantroù ur c'hastell savet da vare donedigezh an Normaned.

En Y Fenni e voe aozet Eisteddfod Vroadel Kembre e 1838, e 1913 hag e 2016. E-skeud Eisteddfod 1838 e voe aozet ur C'hendalc'h Etrekeltiek, gant tud deuet eus Breizh evel Kervarker, kalz a-raok ma voe roet lañs da vat d'ar C'hendalc'hioù Keltiek.


Y Fenni

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne