Yehouda , pe Juda, a oa hervez ar Bibl pevare mab Jakob ha Lea. Gwelet e vez evel an hini a glask renkañ an traoù etre izili ar familh (Jozef hag e vreudeur) (s.o. Gn 37,25-27 ha Gn 44,18-34).
Brasañ meuriad Israel e oa meuriad Yehouda. Ober a reas e Su Palestina gant Sion evel kêr-benn pa oa meuriad Efraim (pe "tiad Josef") hini an pouezusañ en Norzh. Jezuz "Mab David" a zo eus lignez Yehouda (He 7,14)[1]. Div lodenn a voe e Palestina, unanet da vareoù zo, disrannet alies. Goude marv Salomon e voe div rouantelezh Rouantelezh Israel en norzh, aloubet gant an Asirianed e 721 kent JK ha Rouantelezh Yehouda er su.