Yezhadur bras ar brezhoneg zo ul levr yezhadur e brezhoneg skrivet gant Frañsez Kervella hag embannet gant Skridoù Breizh e 1947. Adembannet e oa bet gant Al Liamm e 1976.
Kavout a ra da galz a vrezhonegerien ha kelennerien brezhoneg eo al levr yezhadur gwellañ zo bet skrivet biskoazh e brezhoneg ha diwar-benn ar brezhoneg, goude ma c'hall hini pe hini kavout abeg pe abeg ennañ.