ZHU Xi, sinaeg 朱熹[1], pinyin "Zhū Xī" (ÉFEO[2] "TCHOU Hi", Wade-Giles "CHU Hsi"), “ruzell-veure skarlek” (1130-1200) oa oa ur gouizieg konfusian sinaat a vevas da vare ren ar remziad Song (960-1279)[3].
Evel prederour e voe e penn Skol ar Pennaennoù, a gendeuzas ar Pevar Levr, ha poellegour pouezusañ an Nevez-Konfusianegezh e Sina dre bouezañ, en tu-hont d’al labour-spered distag diouzh an traezoù danvezel, war imbourc’h an traoù (ge wù) evel ma vez displeget en Dà Xué, unan eus ar Pevar Levr. Zhu Xi eo a zeuas a-benn da aozañ lod meizadoù daoat diouzh ar Gonfusianegezh.
Brudet-bras eo evit e zamkan 理学, lĭ xué, ”gouziegezh an abegoù”/”gouiziegezh ar gwiadur” e vez tabutet diwar e benn hiziv an deiz c’hoazh[4].
A-drugarez dezhañ e voe adlakaet ar Gonfusianegezh da zave en impalaeriezh sinaat goude bezañ bet diskaret gant ar Vouddhaegezh da vare ar remziad Song (960-1279).
Ur skrivagner meur e voe Zhu Xi ivez, pa lezas un niver bras a oberennoù lennegel ha gouiziegel. Hiziv an deiz c’hoazh e seller ouzh e labourioù war ar skridoù sinaek kozh evel ouzh ul labour skiantel a-zoare.