Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Abdallah

Abdallah, Abdoullah pe c'hoazh Abdellah ( عبد الله en arabeg) zo un anv divoutin arabek savet gant ar gerioù ʿAbd (servijer) hag Allah ("An doue", an taol-mouezh war an eil silabenn). Un anv-bihan eo, deuet da vezañ un anv-tiegezh ivez.

Koshoc'h eo an anv eget an islam avat. Kar d'an anvioù biblek Abdiel hag Ovadia eo, ha heñvelster ganto. Daou rabin Abdoullah o anv a oa e Medina a-raok an islam : Abdoullah ibn Salam hag Abdoullah ibn Chouria. Bez' emañ ivez ar yuzev eus Yemen Abdoullah ibn Saba e-pad emled an islam.

Stank e vez kavet an anv-bihan Abdallah e-touez ar vuzulmaned hag ivez ar yuzevien Mizrac'h, dreist-holl e Siria hag en Irak.


Previous Page Next Page






Abdallah Danish Abdallah German Abdallah ET Abdallah French Abdallah NB Abdallah Swedish

Responsive image

Responsive image