Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Andecavi

Kartenn eus Arvorig a ziskouez bro an Andes pe Andecavi, war ribl al Liger.

An Andecavi (anvet ivez Andicavi[1] hag Andes[2]) a oa ur bobl c'halian en Arvorig, gwechall.

En em astenn a rae bro an Andecavi war an douaroù zo aet d'ober Anjev goude, pe Maine-et-Loire hiziv dre vras. Diwar o anv e teu anvioù Bro-Anjev ha kêr Anje.

E levrenn 3 Commentarii de Bello Gallico gant Caesar e lenner e oa karterioù goañv an armeoù roman e bro an Andes, e-pad ar brezel a-enep pobloù Arvorig[3]. E-pad ar goañv 5756 kent JK e voe lakaet sevel listri gant ar Romaned war ribl al Liger, evit mont da aloubiñ Enez Vreizh da gentañ, met implijet e voent d'en em gannañ a-enep ar Weneted.

Goude faezhidigezh Galianed Verkingetorix en emgann Alesia e talc'has an Andecavi, renet gant Dumnacos, da vrezeliañ ouzh Roma. A-benn ar fin, goude seziz Limonum (Poitiers hiziv an deiz), unan eus lec'hioù kreñv ar b-Pictones, e voe faezhet arme an Andecavi gant ar Romaned. Daoust ma c'hallas Dumnacos tec'hel e voe kollet kalz tud gantañ ha goude-se e rankas pobloù Arvorig kodianañ da vat[4].

  1. Paulus Orosius 6.8.7.
  2. Julius Caesar, Commentarii de Bello Gallico
  3. Caesar, Commentarii de Bello Gallico 2.33 ha 3.7.
  4. Aulus Hirtius, levrenn 8 Commentarii de Bello Gallico 8.26–31.

Previous Page Next Page






Andecaus Catalan Andecaver German Andecavi English Andes (galos) Spanish Andecavit Finnish Andécaves French Ansok Hungarian Andi Italian Andecavi LA Andecavi Dutch

Responsive image

Responsive image