Labour da-heul | Bastard!!, Bastard!! -Heavy Metal, Dark Fantasy- ![]() |
---|---|
Tachenn | action anime and manga, dark fantasy anime and manga, post-apocalyptic manga ![]() |
Aozer | Kazushi Hagiwara ![]() |
Bro orin | Japan ![]() |
Yezh an oberenn pe an anv | japaneg ![]() |
Tudennoù | Dark Schneider, Lushe Renren, Abigail, Tia Noto Yoko ![]() |
Arvesterien pal | Shōnen, Seinen ![]() |
Character designer | Hiroyuki Kitazume ![]() |
Bastard!!: Heavy Metal, Dark Fantasy (BASTARD!!-暗黒の破壊神- Basutādo!! Ankoku no Hakaishin, "Bastard!! Doue Teñval an Distruj") zo un heuliad manga gant Kazushi Hagiwara. Embannet eo bet da gentañ er gelaouenn Weekly Shōnen Jump, e 1988, ha kendalc'het eo bet an embannadur, dizingal, en Ultra Jump. Betek-henn ez eus 27 manga a zo bet embannet.
Kazushi Hagiwara zo sot gant ar sonerezh heavy metal ha gant Dungeons & Dragons ; kemmeskañ a ra an daou ved-se en heuliad mangaoù Bastard!!. Meur a dudenn pe lec'hioù eus an istor, a zo anvet hervez strolladoù sonerezh karetañ Hagiwara. Hagiwara a embann ez eo bet awenet-bras an tresoù a-ziwar ar manga Devilman gant Go Nagai.