Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Bramm

John Bull o vrammat ouzh fri roue Bro-Saoz
Diwallit ouzh ar brammoù

Ar bramm a zo anezhañ skarzh trouzus ur gaz dre ar fraezh.
Bez' ez eo disoc'h goadur materi kuzumet ; enno gazoù dic'hwezh evel ar metan (hennezh a zo flammus), dioksidenn garbon, nitrogen, oksigen, hidrogen, ha gazou taol-c'hwezh sulfuret.
O c'hementad a c'hell bezañ stag ouzh meur a arventenn evel kleñvedoù 'zo (dipadapa...).
Ar gazoù-se a zo produet e-pad ar goadur, ha pa gemer amzer ar goadur, ar pezh a c'hoarvez gant goadur proteinoù kemplezh, ez eo lieskementet ar produiñ gazoù. Evit an den, debriñ legumaj sec'h (soja, piz, favennoùigoù, kasoulet...) ha kig ruz a o deus un efed splann talvoudekaat produadur a gazoù-se. Tud zo a c'hell kaout ivez diaesterioù da enbarzhiañ glusidoù 'zo (laktoz, fruktoz...), ar pezh a c'hell ivez kas d'ur produ gazoù stankoc'h.

Well-wazh e laosk un den war-dro 0,5 ha 1,5 litrad gaz, ha betek 25 litrad diwar abegoù ispisial (magadur dizingal, kleñvedoù...).
Anavezet eo ar geotdebrerien da vezañ ar c'hentañ brammerien, kement ma vefe ur gwir gudennaoueg endro hiziv an deiz gant chatalerezh mab-den.

Goap a vez graet eus ar vrammerien.


Previous Page Next Page






ፈስ AM إطلاق الريح Arabic Sira AY Meteorizm AZ Atot BCL Флатуленция Bulgarian অপান Bengali/Bangla Flatulencija BS Flatulència Catalan Utot CEB

Responsive image

Responsive image