| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Actinopterygii | ||
Urzhad : | Characiformes | ||
Kerentiad : | Characidae | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Characidae a zo ur c'herentiad a besked dour fresk a vev er rannvedoù trovanel. Kalz kemmoù zo bet degaset er c'herentiad-mañ en istor ar rummatadur. E-touez ar pesked chomet ennañ e kaver an tetraed (gant daou c'henad tost tre an eil ouzh egile : Hemigrammus ha Hyphessobrycon). Kavout a reer izili ar c'herentiad e Suamerika hag e kreiz Afrika. Kozh a walc'h e vefe ar c'herentiad. War wel e vefe deuet da vare ar Mezozoeg, etre 80 ha 150 milion a vloavezhioù 'zo.
Enderc'hel a ra ar c'herentiad Characidae kalz spesadoù ha kalz anezho a chomfe da vezañ dizoloet. Bihan eo an darn vrasañ anezho[1] hag ar re vihanañ zo nebeutoc'h eget 13 mm.[1]