Chinampa (Nahuatl: chināmitl /tʃiˈnaːmitɬ/) zo un teknik implijet el labour-douar e Mezoamerika ma vez graet gant logelloù atil, bihan ha hirgarrezek da c'hounit trevadoù war strad bas al lennoù e Traonienn Mec'hiko. Savet int war douaroù gleb ul lenn pe e geunioù dour dous, hag a drugarez d'o ment e talc'hont ar mouester gwellañ[1]