Dirke (Δίρκη e gregach, da lavarout eo "rannet") a oa eil gwreg Likos, roue Tebai, ha breur da Nikteüs. Lakaat a reas-hi teurel e nizez Antiope, ar wreg kentañ, er vac'h, pa oa bet kaset kuit gant Likos.
Dont a reas Zeus da zivac'hañ Antiope, a dec'has kuit, hag a engehentas daou vab, Amfion ha Zetos. Pa voe deuet bras mibien Antiope e lazhjont Likos, hag e stagjont Dirke ouzh lost un tarv feuls ha dizoñv. Kaset e voe ar rouanez war ar reier ha drailhet he c'horf.
Hag an doueed, truez enne outi, he c'hemmas en ur feunteun a voe roet hec'h anv dezhi, hag a oa nepell diouzh kêr Tebai.