Dun, Din (e Breizh ha Bro-Gembre dreist-holl) ha Don zo ur ger keltiek kozh hag a gaver stank e lec'hanvadurezh Europa. Talvezout a ra kement ha kreñvlec'h, hag ivez torgenn. Dunum eo e stumm latin, Dūnon ar stumm galianek (gant un "u" hir).
En Enez Vreizh e seblant an dun-où bezañ erruet er VIIvet kantved kent JK, en Oadvezh an Houarn.