Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Durotriges

Pobloù keltiek kreisteiz Enez Vreizh

An Durotriged a oa ur bobl vrezhon eus Enez Vreizh a-raok aloubadeg ar Romaned. E kreisteiz an enezenn e oant o chom, en un tolead zo aet bremañ d’ober kontelezh Dorset, ha kreisteiz Wiltshire ha Somerset. En-dro dezho e oa an Dumnonii, er c’hornôg, hag ar v-Belgae, er reter. Durnovaria (Dorchester hiziv) ha Lindinis (Ilchester hiziv) e oa kêrioù pennañ o bro.

War a hañval e oant ur c’hevread meuriadoù kentoc’h eget ur bobl unvan. Skoet e veze arc’hant ganto hag adkavet ez eus bet pezhioù moneiz a-hed o zolead kenkoulz hag e lec’h all en Enez Vreizh (Dorset, lodenn Wiltshire, Hampshire, Somerset, lodenn Devon ar reter) pe en tu all d’ar mor, e Jerzenez pe en Arvorig ar c'hornog, e broioù ar Weneted, an Osismied, ar Goriosolited. War ar pezhioù-se ne gaver anv skrivet ebet hag abalamour da se n’anavezer hini ebet eus o renerien. Unan eus o c’hreñvlec’hioù e oa kastell-douar Maiden Castle e Dorset.

Stourm a reas an Durotriged ouzh aloubadeg ar Romaned e 43, met trec’het e voent a-benn ar fin gant soudarded al Legio II Augusta, renet gant Vespasianus. A-benn ar bloavezh 70 e oant bet romanekaet hag ul lodenn eus proviñs Britannia e oa o zolead.


Previous Page Next Page






Durotriges CY Durotriges German Durotriges English Durotriges Spanish Durotrigit Finnish Durotriges French Durotrigi Italian Дуротригтер KK Durotriges Dutch Durotrygowie Polish

Responsive image

Responsive image