Formentera eo an hini vihanañ eus an inizi annezet en enezeg ar Balearez, e Spagn.
Emañ war-hed 5 km er c'hreisteiz da Eivissa. En em astenn a ra war 83 km².
Bevañ a ra diwar an touristerezh dreist-holl. Kalz siouloc'h eget an inizi all eo avat, abalamour ma ne c'haller erruout betek Formentera nemet gant ar vag a zeu eus Eivissa, tra ma vez kirri-nij o touarañ war an inizi all.
Annezet eo Formentera gant 9 552 den (2009). Sant Francesc de Formentera eo ar gêr-benn hag ar porzh brasañ.