Sasun bennañ keginerezh Henroma e oa ar gǎrum, pe lĭquǎměn, a dalv kement ha "hal", "chug" pe "hilienn" e latin[1]. Eus an henc'hresianeg γάρον garon,"hili", e teu ar ger garum
[2].
Graet e veze gant pesked, flugez hag all a-wechoù, pe gant istr, a lakaed e go gant holen evit bezañ miret hep breinañ.