Herrerasaurids zo e-touez an dinosaored koshañ anavezet, dre karrekaennoù eus 231,4 milion vloaz zo (Triaseg izel). Aet e oant da get e diwezh an Triaseg. An Herrerasauridae a oa kigdebrerien bihan o ment (ket muioc'h evit 4 m hirder) theropoda[1] pe saurischia diazez.[2],[3] Ar spesadoù gwellañ anavet eus ar strollad a oa dizoloet en Amerika ar Su (Brazil, Arc'hantina) er bloavezhioù 1960. Ur relegenn tost klok eus Herrerasaurus ischigulastensis a oa dizoloet e furmadur Ischigualasto e proviñs San Juan, en Arc'hantina, e 1988. Kavet ez eus bet relegoù Herrerasaurida, pas ken klok avat, e Norzhamerika, ha bevet o deus e kevandirioù all ivez.