Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Hizkia

Kemeneven Hizkia (a-gleiz) war ur werenn-livet e Chapel Itron Varia Kergoad

Yehizkia, pe Hizkia, pe Yehizkiahou[1] pe Ec'hiskia[2] (Ezechias e Latin, en hebraeg: חזקיה pe חזקיהו ( "Doue en deus kreñvaet") a oa roue Yehouda etre 716 ha 687 kent JK hervez ar Bibl (2R 18-20 ; Ye 36-39 ha 2Dn 29-32)

Deskrivet eo gant testennoù ar Bibl evel ur roue meur ha madelezhus; o heuliañ skouer e hendad Ouzia (781-740 kent JK). Degas a reas adaozadurioù politikel ha relijiel evel kreizennerezh al lidoù e Templ Salomon goude bezañ distrujet an toullad santualioù ma oa tu da aberzhiñ a-raok. Pareet e vefe bet dre vurzhud (2R 20, 1-11). Kas a reas Merodak-Baladan, roue Babilon, kannaded d'e weladenniñ goude e gleñved hag e bare. Diskouez a reas dezho e binvidigezhioù ar pezh a lakas Yeshaia da ziougañ evee kaset petra da Vabilon un deiz (2R 20,12-19).

E-kerzh e ren he doe rouantelezh Yehouda d'ober gant gourdrouz an Asirianed o doa distrujet Shomron, kêr-benn rouantelezh Israel. Goulenn a reas Hizkia sikour ar profed Yeshaia (2R 19-20)

  1. Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 4, p425
  2. Levr Izaia gant Maodez Glanndour, Al Liamm, 1981

Previous Page Next Page






Hiskia AF حزقيا Arabic حزقيا (ملك يهوذا) ARZ حزقیا AZB Езекія BE Ezequies Catalan Chizkijáš Czech Hiskija German Εζεκίας Greek Hezekiah English

Responsive image

Responsive image