Hygieia (Ὑγιεία), pe Hygeia (Ὑγεία), a oa merc'h d'an doue Asklepios ha d'an nimfenn Epione, ha doueez ar yec'hed hag an naetadurezh, hag ivez hini al loar. Eizh breur ha c'hoar all he devoa.
Diwar hec'h anv e teu ar ger saoznekhygiene, gallek hygiène, hag all, a delvez "yec'hedouriezh". Tra ma rae he zad war-dro pareañ an dud klañv e rae hi war-dro o derc'hel yac'h ha pellaat ar c'hleñved diouto.