Ar c'hanolierezh[1], anvet ivez kanonerezh[2] pe artilherezh[3], a zo ul lodenn eus an arme enni an armoù-tan krenn pe bras o c'halibr (en tu all da 20 mm e arme Frañs da skouer) hag ar soudarded karget da implijout anezhe,a vez graet kanolierien anezhe. An istorourien a ra gant ar ger kanolierezh evit envel an ijinoù-seziz a bep seurt implijet gant Mab-den a-raok donedigezh ar poultr du en Europa en XIIIvet kantved.