Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Kingisepp

Kingisepp (Rusianeg : Кингисе́пп, gwechall Yamburg (Я́мбург)) ha Jaama (Я́ма), a zo ur gêr en Oblast Leningrad, Rusia, war ribloù ar stêr Luga emañ lec'hiet, 137 km war-du ar c'honôk eus Sankt Peterbourg, 20 km war-du ar reter eus Narva ha 49 km war-du ar su eus Pleg-mor Finland. 50,295 annezad he-deus hervez kontadeg 2002.

Meneget e oa bet ar gêr evit ar wech gentañ e 1384 pa savas Republik Novgorod ur c'hreñvlec'h enni.Yama pe Yamsky Gorodok a galvas-hi anezhi hervez ur meuriad finek a veve er vro. Div wech e talc'has ar c'hreñvlec'h ouzh ar Varc'hegourien Deudonek e 1395 hag eus 1444 a 1448. Da Sveden e voe roet e fin Brezel Livonia met da Rusia e voe adroet 12 blovezh diwezhatoc'h, e 1595. Goude Feur-skrid Stolbovo e tremenas da Sveden adarre.

Ad aloubet e voe gant Rusia e 1703 e-pad Brezel Bras an Norzh ha da Jamburg a voe kemmet hec'h anv. Pemp bloiaz goude-se e roas Peter Meur ar gêr da Alexander Menshikov, duk Ingria. Hec'h anv allamanek a viras ar gêr betek 1922 pa gemmas ar volcheviked anezhañ da enoriñ Viktor Kingissepp, ur penn kommunour estoniat.


Previous Page Next Page






كينغيسيب Arabic کینقیسپ AZB Кингисепп BA Кінгісеп BE Кінгісеп BE-X-OLD Кингисеп Bulgarian Кингисепп CE Kingisepp (lungsod sa Rusya) CEB Kingisepp CRH Kingisepp Czech

Responsive image

Responsive image