Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Leda

Leda hag an alarc'h, eillivadur diwar un daolenn gollet diwar zorn Michelangelo, 1530. National Gallery, Londrez.
Leda hag he bugale, gant Giampietrino. National Museum Kassel, Alamagn. Ganet int eus ar vioù a weler e tammoù.
Leda hag an alarc'h war ul lamp eus an IIIe kantved goude JK, Mirdi an Agora kozh, Aten.

Leda (Λήδα e gregach) a oa merc'h Thestios, roue Aitolia. Dimeziñ a eure da d-Tyndareos, roue Sparta. Mamm e oa da Glytaimnestra, Helena, Kastor ha Polydeukes.

Karet e voe gant Zeus a zeuas d'ober e lez dezhi e korf un alarc'h. P'edo un erer war e lerc'h e teuas an alarc'h da glask repu etre divvrec'h Leda. Kousket a reas ganti p'edo-hi en he gwele e-kichen he fried a oa kousket. Diwar e garantez e c'hanas daou vugel: Helena ha Polydeukes, a voe ganet en ur vi, tra ma voe ganet Kastor ha Klytaimnestra en ur vi all. Anavezet eo daou vreur Kastor ha Polydeukes (Polluks) evel an Dioskured, da lavarout eo bugale Zeus.

Hervez un doare all eo da Nemesis e oa ar vi-se, fiziet ganti e Leda.


Previous Page Next Page






Leda (mitologie) AF Leda (Mythologie) ALS إليذا Arabic Леда BA Леда (митология) Bulgarian লিডা (পুরাণ) Bengali/Bangla Leda (mitologija) BS Leda Catalan Léda Czech Leda CY

Responsive image

Responsive image