Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Marcomanni

Kartenn eus an Impalaeriezh Roman e 125, da vare an impalaer Hadrian, gant anvioù ar pobloù

Marcomanni a reer eus ur bobl c'herman kreñv a-walc'h a oa diazezet en hanternoz d'an Danav, el lec'h m'emañ Tchekia bremañ.

O anavezout a reomp dre skridoù tud evel an istorour Tacitus pe an douaroniour Strabon. Moarvat e oant kerent d'ar Sueved. Krediñ a reer e teu o anv eus daou c'her henc'hermanek, a zo aet en alamaneg bremañ da "Mark" (harzoù) ha "Männer" (tud) : "tud an harzoù" e vijent eta.

Ar meneg kentañ anezho zo e skridoù Julius Caesar, pa voent o stourm, a-gevret gant Sueved Ariovistus, a-enep ar Romaned e Galia, goude treuziñ ar Roen.

En Eil kantved e oant kevreet gant pobloù all, evel ar Vandaled hag ar Sarmated, a-enep an Impalaeriezh Roman, moarvat dre ma veze bountet warno gant pobloù all, evel ar C'hoted. Hervez an istorour Eutropius e voe emgannoù etre soudarded roman an impalaer Marcus Aurelius hag emglev ar C'hermaned e-pad tri bloaz, e kreñvlec'h Carnuntum e Pannonia. Gant Eutropius e voe keñveriet ar brezel-se, ha trec'h Marcus Aurelius, a-benn ar fin, ouzh ar Brezelioù punek : da gentañ e oa bet trec'het ar Romaned, gallet o doa ar Marcomani mont e-barzh proviñsoù roman Pannonia ha Noricum, ha ne oant bet harzet nemet pa oant o vont da dizhout Aquileia war ribl Mor Adria.

Marteze e voe kristenaet ar Marcomanni e dibenn ar IVe kantved, rak kenskrivañ a reas o rouanez Fritigil gant sant Ambroaz Milano war-dro 396.

D'ar mare-se ivez e rankjont talañ ouzh donedigezh an Huned e-kreiz Europa : meur a bobl c'herman a guitaas o douaroù da neuze da vont war-zu Galia. Un armead Sueved, Marcomanni, Vandaled hag Alaned a dreuzas ar Roen e 406 hag ar Pireneoù e 409, ha mont a rejont betek Gallaecia, e kornôg al ledenez iberek. Eno e voe savet ganto ur rouantelezh suev.


Previous Page Next Page






ماركومانيون Arabic Маркомани Bulgarian Markomani BS Marcomans Catalan Markomani Czech Маркомансем CV Markomannere Danish Markomannen German Μαρκομάννοι Greek Marcomanni English

Responsive image

Responsive image