Mêlos (e henc'hresianeg : Μῆλος , "Mêlos") zo un enezenn eus Mor Egea en enezeg ar C'hikladez. Anavezet eo ivez dindan an anv "Milo", ha brudet eo abalamour d'un delwenn d'an doueez Afrodite (fallanvet Venus), anvet Afrodite Melos (pe Gwener Milo) a voe kavet en douar anezhi.