Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Monson

Glaveier ar monson e Mumbai e Eost 2005.

Ar monson a zo ur reizhiad avelioù mareadek a gaver war ribloù Meurvor Indez ha e Su Azia. Kinniget eo bet ar ger arabeg mausim (mare-bloaz) evit orin ar ger. Evit gwir e vez implijet monson evit ar mare-bloaz pa zeu an avel da c'hwezhañ kreñv e Su Indez ha tro-war-dro dezho hag ivez evit ar glaveier puilh-kenañ a gouezh asambles gant an avel e-pad an hañv. Er goañv e c'hwezh an avel en tu all gant nebeutoc'h a c'hlaveier. Setu perak ez eus monson an hañv ha monson ar goañv.

Implijet e vez ar ger monson evit kornôg Meurvor Indez pa 'z eus ur c'hemm gant roudoù-avel ma'z a an avel a-hed : 6 miz da Vervent ha 6 da Viz.

Pa'z a an douar da dommañ muioc'h eget ar mor ez a an aer dommoc'h d'al laez ken e teu un aerwask izel a sach an avel diwar ar mor. Pa'z a an tolzennoù aer c'hleb a vez war ar mor da zilestrañ e kouezh glaveier diwar ar glizhennadur a zeu diwar ar menezioù freskoc'h.

Er c'hontrol e teu an douar da vezañ freskoc'h er goañv eget er mor ken e vez krouet un aerwask izel war ar mor hag un avel war e du. Ne vez ket avel ar monson goañv ken dalc'hus eget hini an hañv.


Previous Page Next Page






Moeson AF Monsun ALS رياح موسمية Arabic Monzón AST Musson AZ Мусон BE Мусон Bulgarian मानसून BH মৌসুমি বায়ু Bengali/Bangla Monsun BS

Responsive image

Responsive image