Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Nevezc'her

Un nevezc'her (drevezadenn troet diwar ar galleg néologie, néologisme, savet diwar an henc'hresianeg néos (νέος) « nevez» ha lógos (λόγος) « ger ») zo ur ger pe ur rannfrazenn nevez-krouet peurliesañ evit ober dave da veizadoù pe anadennoù nevez, pe c'hoazh evit kemmañ ster termenoù a oa bet anezhe dija evit o lakaat da glotaat gant ar bed a-vremañ. Gallout a reer goût, dre vras, gant piv pe gant peseurt aozadur e oa bet krouet an nevezc'her-mañ-nevezc'her hag ivez ar mare ma oa bet krouet pe implijet evit ar wezh kentañ.

Meur a zoare zo da grouiñ nevec'herioù hervez framm morfologel pep yezh resis, met alies e vezont savet dre ouzhpennañ kengerioù (lostgerioù ha rakgerioù) da wrizioù pe bonnoù diazez, pe dre ober gant gerioù kevrennek, da skouer : pellgomz, bevoniezh, pellgehenterezh.

E brezhoneg e vez amprestet ivez gerioù ha gwrizioù diouzh yezhoù keltiek kar evel ar c'hembraeg dreist-holl), da skouer : meziant, kevandir .

Alies e vez savet meur a nevec'her disheñvel dre implijout hentennoù termenadurezh disheñvel evit an hevelep meizad, o lakaat alies pep stumm da glotañ gant un ideologiezh resis e-keñver an doare d'ober war-dro ar yezh skiantel, da skouer : urzhiataerezh, stlenneg, kompoderezh hag informatik ; geografiezh ha douaroniezh ; meziant ha poellad.

A-wechoù avat e vez krouet nevezc'herioù peuzheñvel, met disheñvel o ster resis, da skouer : heñvelrevelezh hag heñvelreizhouriezh ; homofobiezh hag arallrevouriezh ; divreizhadezh ha divrevelezh.

Stankoc'h e vez kavet seurt nevezc'herioù e yezhoù liammet ouzh sevenadurioù ha kevredigezhioù hag a gemm buan-ha-buan evel ar saozneg, hag ivez, stankoc'h c'hoazh marteze, e yezhoù evel ar brezhoneg ma vank dezhe kalz a dermenadurezh teknikel war meur a dachenn ma veze graet war o zro e galleg peurgetket betek nevezik zo.

Gallout a ra an nevezc'herioù dont da vezañ gerioù boas mar bezont implijet alies gant ar media ha mar bezont degemeret gant aozadurioù yezh ofisiel pe brudet gant implijer·ion·ezed ar yezh, da skouer ar skolioù Diwan, Ofis ar Brezhoneg pe tiez-embann ha kazetennoù evel Bremañ, Al Liamm e Breizh, hag ivez dre ma vezont implijet war Internet evel e pennadoù ar Wikipedia.

Alies e teu an nevezc'herioù da vezañ degemeret ken gant implijer·ion·ezed ar yezh o-unan ken gant an aozadurioù a ra war-dro ar yezh betek ma vezont implijet gant gerioù boas penn-da-benn hag ankounac'haet e vez alies zoken e oa anezhe gerioù bet ijinet nevezik zo. Gwechoù all avat e vez implijet un nevezc'her resis gant un nebeudig tud e-pad ur prantadig berr ha neuze e vez paouezet d'ober gantañ, peurliesañ peogwir e vez implijet en e lec'h gerioù all hag a blij muioc'h d'an implijer·ion·ezed pe d'an aozadurioù yezh.

Renkañ an nevezc'herioù e tri bloc'had pennañ a c'heller ober, evel-henn :

  • distabil : gerioù nevez-flamm implijet gant nebeut-tre a dud ;
  • damstabil : gerioù implijet muioc'h-mui met hep ma vijent bet degemeret da vat pe gant an implijer·ion·ezed en o fezh pe gant an aozadurioù yezh;
  • stabil: bet degemeret da vat gant an holl, implijet evel gerioù boas ha tonket da badout a-hed ar wezh en dazont.

Setu an deiziad ma oa bet krouet un nebeud nevezc'herioù e saozneg anavezet mat bremañ : radar e 1941, homophobia (homofobiezh) e 1969, genocide (gouennlazh) e 1943 evit ober dave d'ar Shoah.

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.

Previous Page Next Page






Neologisme AF كلمة مستحدثة Arabic نيولوجيزم ARY Neologizm AZ Яңы һүҙҙәр BA Neolohismo BCL Наватвор BE-X-OLD Неологизъм Bulgarian Neologizam BS Neologisme Catalan

Responsive image

Responsive image